Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Gouel Maria ar Goulou

par Andrev

publié dans Feiz , Brezhoneg , Evit bevañ gant levenez , Gouel Maria ar Goulou

Eilvet devez a viz C'hwevrer

*

Ar Werc'hez o vont d'an

Templ gant he Mab Jezuz

*

E touez ar Judevien, hervez al lezen, ar wreg a lake eur c'hrouadur er bed a chome eur pennad hep mont eus ne zi, ha d'an daou-ugentvet devez, e tlee mont  d'an Templ ha lakat etre daouarn ar beleg div durzunel pe un oan, da ginnig, en prof, d'an Aotrou Doue.

Herve al lezen ivez, ar mab henan, en pep tiegez, Doue a vire anezan evitan e-unan. Koulskoude, ar vibien henan ha ne oant ket eus a wad Levi, dal ma vijent bet kinniget gant o zud d'an Aotrou Doue ha laket etre daouarn ar veleien, a c'helled o dasprenan, en eur rei pemp skoed d'an Templ.

Mari ne oa ket red d'ezi heuilh al lezen gentan, p'eo gwir e oa ken glan war-lerc'h ginivelez he mab evel ma oa a-raok; ha Jezuz, p'eo gwir e oa Mab Doue, ne oa ket ezom na da ginnig anezan d'e Dad, na da rei netra evit e zasprenan, p'eo gwir e oa eus eur gwad ha ne oa ket bet kontammet gant ar pec'hed.

Mes Mari, daoust ne oa ket graet eviti hini ebet eus an div lezen-ze, a zentas oute, ha daoust ma oa binniget dreist an holl gwragez, e chomas en o renk. En em gaout a reas eta e-tal dor an Templ, he fried. he mab ha hi. Eur beleg, gant eur sparf, a daolas beradoù gwad warnezi, evel war eur wreg labezet gant ar pec'hed. O vezan n'he devoa ket aes da ginnig un oan, prof an dud pinvidik, e kinnigas div durzunel, prof an dud paour, ha kerkent e oa dinamm, zoken dirak Lezen Israël.

Goude-ze, ar bugel bihan a oe kaset dirak an aoter vras ha kinniget d'an Aotrou Doue, laket etre daouarn ar beleg, a roë anezan d'e vamm war e giz, evit pemp skoed. Ar beleg an evoa douget mab Mari ne ouie ket pebez tenzor a oa bel gantan etre e zivrec'h, mes daou zen koz, Simeon hag Annan, a oa en Jeruzalem, hag a 'n em gavas en Templ pa oa Jozef ha Mari o tanzen mont er-mez. Pell a oa e oant o c'hedal donedigez ar C'hrist, hag un dra bennak a lavare deze ne ziskennjent ket en tenvalijenn ar bez, a-raok bezan gwelet e ze o c'houlaoui.

Sklerijennet gant ar Spered-Santel, ec'h anavezjont Salver ar bed 'barz ar bugel koant a oa gant Jozef ha Mari. Briata rejont anezan gant teneredigez. Ha Simeon, dre e «Nunc dimittis», a lak bemdez an lliz en genou he beleien, a drugarekaas Doue da vezan graet dezan, a-raok mervel, an enor da c'hallout ambroug e Vab en em c'hraet den.

Breman, Aotrou, laosket ho servijer da vont

En peoc'h, hervez ho promesa ; 

Rak ma daoulagad o deus gwelet an Hini 'deu gantan ar zilvidigez,

Ho peus savet 'us d'an holl bobloù,

Evel eur gouloù a sklaera ar baganed

Hag a vezo klod ho pobl Israel.

Simeon a lavaras da Vari, a-raok kimiadi diouz he mab :

« Setu aze, emezan, an hini zo laket evit koll ha salvi e-leiz en bro Israël. Eur merk eo, ha meur a hini a yelo eneb dezan, hag hoc'h ene-c'hwi a vezo treuzet gant eur c'hleze a c'hlac'har. »

Ya ! Jezuz eo an hini a renker ober outan, unan a zaou, e gasaat pe e garet ! Kement-se zo bet gwir e-pad e vuhez, kement-se zo gwir abaoe m'eo aet diwar an douar-man !

Dre vister ar Werc'hez o 'n em ginnig en Templ gant he mab Jezuz, goulennomp ar c'hras da vezan glan a gorf hag a spered.

-------------------------

KENTEL

Bennoz ar penn

Ar mammoù kristen, daoust ma n'eo ket un dra red deze, kentan hini ec'h eont da welet, goude m'o deve bet eur c'hrouadur, eo Doue en e iliz. Mall o deve d'e drugarekaat eus o gwiliouderez, ha da c'houlenn digantan e vennoz evite hag evit o bugaligoù.

Ma zo eur rebech hag a ya don en kalon an den, eo ar rebech da vezan bet dianaoudek en kenver unan hag an eus kavet da astenn an dorn dezan war hent ar vuez.

Ma tleer trugarekaat an dud eus o madeleziou, arabat kredi e vefe dereat chom hep lavaret eur bennoz da Zoue, beb an amzer, hen hag eo ar gwellan, hag a-bell, eus hon holl vadoberourien. An dizanaoudegez a zizec'h prim eienen ar madoberoù.

Ken ret eo trugarekaat Doue evel m'eo e veuli hag e garet. Ha dreist-holl, eta, ar gerent kristen, pa deurvez gant Doue ober an enor deze da lakat ar gurunen a dad hag a vamm war o zal, a dle diskouez anaoudegez vat ha gwestlan dezan o bugale, kentan gwech mac'h eont d'an iliz goude o ginivelez, ha lakat o holl aked d'o zevel en e zoujanz hag en e garante.

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article