Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Pemvet sul goude Pask

par G.G.M.

publié dans Pask

Kentel tennet eus Lizher an Abostol sant Jakez, I.

"Va breudeur ker, n'eo ket hepken selaou komzoù Doue a dleit, met ivez ober ar pezh ar c'houlennont." (...)

Lennadeg tennet eus Aviel sant Yann, XVI

"En amzer-se, Jezuz a lavaras d'e ziskibien:
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h.
Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
Lavaret em eus deoc'h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoù hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad.
En deiz-se, e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,
rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet eus Doue.
Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet.
Bremañ ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue."

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article