Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Kanomp trec'h hon Roue Jezuz !

par G.G.M.

publié dans Pask , Kantikoù

Kanomp trec'h hon Roue Jezuz !

Lidet hon eus banvez an Oan

Gwisket ganimp dilhad gwenn-kann,

Goude tremen dre ar Mor Ruz

Kanomp trec'h hon Roue Jezuz!

*

Profadenn sakr 'vidomp lazhet

Ganeoc'h an Ifern 'zo trec'het.

Diskaret galloud an Ankoù

Ha dimp rentet klod an Neñvoù!

*

Dispakit, Jezuz, ho panniel

A-us d'ar bed ho Kroaz Santel,

Ha mac'hit gant ho troad garo

Satan, roue bro ar maro.

*

Evit ma vefot dimp, Jezuz,

Atav levenez peurbadus,

Mirit diouzh maro ar pec'hed

Ar re 'zo ennoc'h adganet!

*

Amen!

*

 

Ar c'hantik-se a vez kanet e Breizh en amzer Pask pergen

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article