Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Articles avec pask

Keltia

par Andrev

publié dans Feiz , Foi , Breizh , Bretagne , Keltia , Pask , Ireland , Iwerzhon , Celtes , Britain

Hiziv Lun Fask, deiz adsav ar Gelted, hervez hetoù an tad Yann-Vari Perrot

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

«Сегодня Пасхальный понедельник, день пробуждения кельтов, согласно пожеланиям отца Жан-Мари Перро, бретонского священника»

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Heute Ostermontag, der Kelten Feiertag

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aujourd'hui Lundi de Pâques, jour du relèvement des Celtes, selon les voeux de l'abbé

Jean-Marie Perrot

N'eo ket mervel a rin, met bevañ, hag ec'h embannin oberoù meur an Aotroù! (Salm 118 (117)

N'eo ket mervel a rin, met bevañ, hag ec'h embannin oberoù meur an Aotroù! (Salm 118 (117)

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Keltia

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Voir les commentaires

Kentoc'h mervel

par Andrev

publié dans Breizh , Bretagne , Pask , Bro-Sant-Mac'hloù

Iliz Neant, bro Sant-Mac'hloù / Eglise de Néant, Porhoêt malouin

Iliz Neant, bro Sant-Mac'hloù / Eglise de Néant, Porhoêt malouin

Romaned 6

Mard omp bet laket a-gevret gantañ er bez dre ar vadeziant, ez eo evit dont ni ivez da vevañ eveltañ en ur vuhez nevez, evel ma'z eo adsavet ar C'hrist a-douez ar re varv dre nerzh klod an Tad. Rak mard omp deuet da vezañ unan gantan dre ur marv heñvel ouzh e hini, e vezimp ivez unan gantañ dre un adsavidigezh hañval ouzh e hini.
 
Hemañ eo an deiz graet gant an Aotroù, alleluia.
 
Deiz a levenez hag a joa, alleluia!

Voir les commentaires

Kanomp trec'h hon Roue Jezuz !

par G.G.M.

publié dans Pask , Kantikoù

Kanomp trec'h hon Roue Jezuz !

Lidet hon eus banvez an Oan

Gwisket ganimp dilhad gwenn-kann,

Goude tremen dre ar Mor Ruz

Kanomp trec'h hon Roue Jezuz!

*

Profadenn sakr 'vidomp lazhet

Ganeoc'h an Ifern 'zo trec'het.

Diskaret galloud an Ankoù

Ha dimp rentet klod an Neñvoù!

*

Dispakit, Jezuz, ho panniel

A-us d'ar bed ho Kroaz Santel,

Ha mac'hit gant ho troad garo

Satan, roue bro ar maro.

*

Evit ma vefot dimp, Jezuz,

Atav levenez peurbadus,

Mirit diouzh maro ar pec'hed

Ar re 'zo ennoc'h adganet!

*

Amen!

*

 

Ar c'hantik-se a vez kanet e Breizh en amzer Pask pergen

Voir les commentaires

Pemvet sul goude Pask

par G.G.M.

publié dans Pask

Kentel tennet eus Lizher an Abostol sant Jakez, I.

"Va breudeur ker, n'eo ket hepken selaou komzoù Doue a dleit, met ivez ober ar pezh ar c'houlennont." (...)

Lennadeg tennet eus Aviel sant Yann, XVI

"En amzer-se, Jezuz a lavaras d'e ziskibien:
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h.
Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
Lavaret em eus deoc'h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoù hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad.
En deiz-se, e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,
rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet eus Doue.
Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet.
Bremañ ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue."

Voir les commentaires