Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Ar Gomz Bevekaüs

par G.G.M.

Pevare Sul goude Pask

St Jakez I,16-21

Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,
pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec'h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.
Hor c'hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c'hentañ frouezh eus e grouadurien.
Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,
rak kounnar an den ne beurc'hra ket reizhder Doue.
Setu perak, oc'h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc'h hag a c'hell saveteiñ hoc'h eneoù.

Aviel Sant Yann XVI,5-14

Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn diganin: Pelec'h ez ez? (...)

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article