Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Dasorc'het eo e gwirionez, allelouia

par Gweltaz Gayot Mazhevig

Dasorc'het eo e gwirionez, allelouia

Dasorc'het eo e gwirionez, allelouia



YANN

Pennad 1

Ar Ger a zo deuet da vezañ kig

1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.

2 Er penn-kentañ e oa gant Doue.

3 An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ.

4 Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.

5 Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret.

6 Bez' e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv.

7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.

8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn,

9 ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.

10 Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n'en deus ket e anavezet.

11 Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.

12 Met d'ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo d'ar re holl a gred en e anv,

13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.

14 Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.

15 Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.

16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c'hras.

17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.

http://testamant.nevez.pagesperso-orange.fr/yann.htm

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article