Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Treinded Santel

par G.G.M.

Iliz an Dreinded-Porc'hoed, Heneskopti Sant-Mac'hloù / La Trinité-Porhoët, Brittany

Iliz an Dreinded-Porc'hoed, Heneskopti Sant-Mac'hloù / La Trinité-Porhoët, Brittany

Deus Lizher sant Paol d'an Efezidi 4,1-7

Pediñ a ran eta ac'hanoc'h, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezañ,
e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzañv an eil egile gant karantez,
oc'h en em stagañ da genderc'hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc'h.
Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,
un Doue hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,
un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl.
Met ar c'hras a zo roet da bep hini ac'hanomp, hervez muzul donezon Krist.

*********

Kantik
Bezit ganimp, Treinded Santel,
Kenunan en ho puhez dispar,
Krouer ha reizhder divarvel
Bedoù an Neñv hag an douar.
Dirazoc'h lu an Aeled
A stou izelek d'ho meuliñ,
Ha nerzhioù ar Grouadelezh
A respont ouzhoc'h o sentiñ.
Evelto ni 'fell dimp ivez
Profañ deoc'h kan hor c'halonoù
Hag unaniñ hol liderezh
Gant meulidigezh an Neñvoù.
O Sklêrijenn c'hlan hag unan
'Zo tra kumun ho tri ferson,
O buhez divent ha dinamm
A zo mammenn pep donezon.

Commenter cet article