Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Articles avec gwener ar groaz

Gwener ar Groaz eo!

par Andrev

publié dans Breizh , Feiz , Bretagne , Foi , inculturation , Europa , Keltia , Gwener ar Groaz

Gwener ar Groaz eo!

Dont a ra, a-hed ar bloaz, gouelioù an Iliz da reiñ tremp d'ar feiz hadet ha maget ennomp bemdez a-hed an deiz, eus ar beure betek an noz.

Lod eus ar gouelioù-se a vez ivez lidet en ti. Gwener ar Groaz dreist-holl.

N'eo ket c'hoazh sonet teir eur ouzh horolaj an ti. Bras ha bihan emaomp aze holl, daoulinet war leur an ti, troet hon daoulagad ganeomp warzu ar groaz a-istribilh a-us mantell ar siminal.

Pa sko teir eur ouzh an horolaj e stouomp holl a-gevret betek daoublegañ da bokat d'an douar yen. Raktal goude e lavaromp a-gevret teir gwech "Pater noster" hag "Ave Maria", hon divrec'h ganeomp astennet war-zu ar groaz.

Hiriv n'eus merenn vihan ebet da gaout. Hini ac'hanomp ne sav c'hoant klemm gantañ.

Gwener ar Groaz eo!

(Tad Medar An tri aotroù)

Voir les commentaires