Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

N'eo ket dre o c'hleze

par G.G.M.

N'eo ket dre o c'hleze

Salm 44

1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" (= kantik a gelenn furnez) mibien Kora.

2 O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn, hon tadoù o deus disklêriet deomp an oberenn ac'h eus graet en o amzer, e deizioù gwechall.

3 Gant da zorn ec'h eus kaset kuit pobloù evit o diazezañ, skoet ec'h eus pobloù evit reiñ lec'h dezho.

4 Rak n'eo ket dre o c'hleze ma'z o deus gounezet ar vro, ha n'eo ket o brec'h he deus o savetaet. Da du dehou, da vrec'h ha sklêrijenn da zremm eo, rak te a gare anezho.

5 Te eo, o Doue, an hini a zo va Roue! Gourc'hemenn dieubidigezh Jakob.

6 Ganit e skoimp hon enebourien, dre da anv e vac'himp ar re a savo a-enep deomp.

7 Rak n'en em fizian ket em gwareg, n'eo ket va c'hleze a zieubo ac'hanon.

8 Te eo an hini en deus hon savetaet eus hon enebourien, hag en deus rentet mezhek ar re a gasae ac'hanomp.

9 E Doue eo e tennomp gloar bemdez; ni a veulo da anv da viken. ~Ehan~

10 Koulskoude ec'h eus hon taolet kuit ha goloet a zismegañs, ha ne gerzhez ken gant hon armeoù.

11 Lakaet ec'h eus ac'hanomp da gilañ dirak an enebour, hag ar re hor c'hasa o deus preizhet hon diwisk.

12 Hor roet ec'h eus evel an deñved a zebrer; hor stlabezet ec'h eus e-touez ar broadoù.

13 Gwerzhañ a rez da bobl evit netra, hag e lakaez anezhi e dister briz.

14 Lakaet ec'h eus ac'hanomp da vezañ dismegañset gant hon amezeien; ur goapaerezh hag ur c'hoariell ez omp evit ar re a zo en-dro deomp.

15 Lakaet ec'h eus ac’hanomp da vezañ flemmet gant ar broadoù; o welout ac'hanomp, ar pobloù a hej o fenn.

16 Va dismegañs a zo atav dirazon, hag ar vezh a c'holo va dremm,

17 e mouezh an hini a eneb ouzhin hag a heskin ac'hanon, dirak an enebour hag ar veñjer.

18 Kement-se holl a zo erruet ganeomp. Koulskoude n'hon eus ket da ankounac'haet, n'hon eus ket torret da emglev;

19 hor c'halon n'eo ket aet war a-dreñv, hor pazioù n'int ket pellaet diouzh da hent.

20 Koulskoude ec'h eus hor bountet e-touez an erevent, hag hor goloet gant skeud ar marv.

21 Mar hor bije ankounac'haet anv hon Doue, hag astennet hon daouarn etrezek un doue estren,

22 Doue, ha n'en dije ket enklasket, eñ hag a anavez traoù kuzhet ar c'halonoù?

23 Met abalamour dit-te, omp lakaet d'ar marv bemdez, ha sellet evel deñved kempennet d'ar gigerezh.

24 Sav! Perak e kouskez, AOTROU? Dihun, n'hon taol ket kuit da viken!

25 Perak e kuzhez da zremm? Perak ec'h ankounac'haez hor reuzeudigezh hag hor gwaskerezh?

26 Rak hon ene a zo diskaret er poultr, hag hor c'hof a zo stag ouzh an douar.

27 Sav da sikour ac'hanomp, ha daspren ac'hanomp abalamour da'z madelezh!

*******************

"Dans le sermon de Gildas, le destin des Bretons est celui d’un peuple élu, puni comme Israël, par les victoires de ses ennemis à chaque fois qu'il s'éloigne de Dieu"

cf GILDAS "De excidio Britanniae"

Magali Coumert "Les monarchies bretonnes des origines dans les récits britanniques du IXe siècle"

Commenter cet article