Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Lizher da Dremor

par G.G.M.

Lizher da Dremor
"Ar folklorach eo pezh a chom evel m'emañ hep emdreiñ. Un hengoun zo bev pa emdro (...) Betek ar brezel-bed kentaén e oa un hengoun pe un henvoaz ha war-lerc'h folklorach".
Re wir eo ar pezh a skrivez aze! Ha setu ar pezh a glaskomp d'ober amañ: adkoulmañ gant an hengoun hag gant ar spered e veze awenet gantañ: spered kristen, spered a sklêrijenn, a wirionez hag a reizded, ur spered a veze treantet gantañ an disterañ tra danvezel, ha kement-se a vez gwelet er pezh a zo bet miret eus an amzer tremenet. An aergelc'h danvezel yac'h-se, war e dro, a vage ar Vretoned, en ur reiñ dezho spered ha kalon, evel ul liderezh santel. Ha dre ma oa kristen ar spered ma oa bet krouet ar bed-se gantañ, neuze an gwiskamant ivez a oa treantet gant ar Spered Santel. Kement a groazioù ha sinoù santel all a veze gwiadet ouzh ar gwiskament! Stummoù, plegoù ha livioù ar gwiskamant ivez a veze awenet.
Pa 'z eo aet ar spered hag ar galon war o diskar, ne oant ar dilhad nemet folklorac'h ken. Met war o zro, dre m'int kristen diouzh o stumm, e c'hellont skoazellañ da adperc'hennañ ur vuhez speredel, ur vuhez kristen. Setu ar pezh a glaskomp d'ober, diwar ar pezh a oa chomet betek ar brezel kentañ evit broioù zo. Mat ivez da adkavout ur gevredigezh na vefe ket na benn na lost, evit gellout dispakañ hor buhez.
Koulskoude n'eus ket tu da adperc'hennañ doareoù kozh an hendadoù hep bezañ treantet gant an hevelep spered hag o roe o stumm d'an dilhad ha d'an tiez, d'an arrebeuri hag d'al listri, d'ar sonerezh ha d'ar yezh. Kenebeut all ne c'hellomp ket en em wiskañ pe cheñj zoken ar stumm anezho ma ne cheñjont ket hor buhez, mar kendalc'homp da vevañ evel barbared an XXIet kantved: setu pezh a c'hoarvezh gant "A l'aise Breizh" hag a ra forzh petra eus hon hengoun, pe meur a strollad sonerezh.
Ha setu, an darn vrasañ eus an emsaverion a fell dezho sevel ur Breizh na gant ar Spered Santel, na gant ar sevenadur hengounel kennebeut, met gant ur meskac'h spontus eus an diaoul, hag a zo peurgontrol d'ur sevenadur bev.

Zoken ma ne oa ket klok moarvat hon sevenadur, dre ma oa chomet war ar maezioù hepken, hep bezañ bet miret gant an tierned (estreget un darn eus an noblañs bihan), ne c'hellont ket ober hiziv hep chom stag outi, a-raok gellout ober traoù nevez. N'eus ket tu d'ober heptañ, ha n'eus ket tu d'en em wiskañ evel koboied Dallas ivez. Bez em eus ur breur a ra foutr gant ar gwiskamant evel ma oa bet douget a-raok diskar ar sevenadur, ha zoken ma c'hoarvezh dezhañ plegañ, o klask d'en em wiskañ eveldomp, gwelet e vez diouztu warnañ ez eus un dra a-dreuz, ur disparti etrezañ hag e wiskamant, evel ar plac'hed gwisket o vutuniñ diouzhtu goude o abadenn-zañsal.
Evidon-me, em eus poan ivez a-wechoù gant hon gwiskamant amañ, dre m'en em gavan ken nul ha ken pell eus spered ha reizded hon hendadoù, m'en em gavan ket dellezek da zougen ur wiskamant ken dereat-se. Met gouzout a ouzon ivez ez eo dre chom fidel d'ar wiskamant broadel e c'hellan derc'hel uhel va fenn hag en em ginnig kreñvoc'h rak an enebour. Evel ar beleg gant e soutanenn.
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article