Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Itron Varia Bulad

par G.G.M.

Itron Varia Bulad

D'an eizh a viz Gwengolo eo gouel Ganedigezh ar Werc'hez Vari. D'an deiz-se eo ivez e vez lidet pardonioù e pevar c'horn ar vro, evel hini Itron Varia Bulad (da nebeutañ d'an eil sul eus ar miz), e Kernev-Uhel, nepell eus Rostrenenn.

Setu petra 'gont dimp an tad Yann-Vari Perrot, en e "Buhez ar Sent":

(ar skritur ne oa ket c'hoazh an hini a hiziv)

"Mare an XIIet kantved, er blaveziou divezan, e oa o chom en Pestien, en eur c’hastel-krenv savet en pleg ar zaonen, eun dijentil pinvidik hag e wreg, tud madelezus ha kristenien vat.
Eun dra a vanke d’eze, koulskoude, gant o madou hag o enoriou : eur c’hrouadur d’o dastum war o lerc’h. Kaer pedi o devoa, ne deue bugel ebet da frealzi o c’hozni, rak dija e oant deut war an oad. ’N em westlan rejont d’ar Werc’hez ha prometi sevel d’ezi eur chapel, ma teuje d’eze kaout eur bugel. Hepdale, kleier ar vadeziant a gasas ar vrud e oa bet chilaouet peden an ôtrone, ha prest goude, eur chapel goant diazezet elec’h eman breman iliz Itron-Varia-Vulat, a roas da c’hoût d’an holl da biou e oa dleour gwad Pestien mar n’aje ket c’hoaz da hesk.
An hano roët da Werc’hez ar chapel a oe Itron-Varia-Bugelat deut hirie da vezan Bulat. An dud, pa deujont d’anavezout perak e oa bet savet, ne oad ket evit harz aneze da zont d’he darempredi. Ar chapel a deuas en berr amzer da vezan re vihan, hag en fin ar XIVet kantved, e oe red sevel eun all brasoc’h. [1] Kant vla goude, e renkjod adarre he ledanât, kement ha ken bihan ma ’n em gavas erfin, ’benn ar c’hantved war-lerc’h, eun iliz vras da vezan ’lec’h ne oa nemet eur chapelig ; grêt he devoa he c’hresk da heul devosion ar gristenien en kenver ar Werc’hez.
Souezus eo na pegen birvidik e oa an devosion-ze.
C’hoaz e rêr kont, en Bulat, eus an daou vasoner-ze, daou vreur, a c’houlennas chom da vevan en kichen an Itron-Varia-Vulat, goude bezan labouret eviti ; ar gambr ma oant o chom enni, stag ouz ar chapel, a zo hanvet c’hoaz « kambr an ermited ». Sonj zo ive eus ar bec’herez vras, Mari Briand, ginidik eus Penvenan, deut er bla 1731, da glask he fardon digant an Itron-Varia.
Gwechall, ne oa nep poan ha ne gave louzou en harz treid ar Vamm-ze. Enni vije sonjet dal ma c’hoarveze droug ebet, en eun tiegez ; raktal e vije kaset prof ha laket eur c’holaouen diraki. Ar parouziou a-bez a direde da c’houlen he skoazel : parouz Boulvriak a deuas, er bla 1694, d’he fedi da zevel diwarni eur c’hlenved hag a rê gwall-reuz e-touez an dud.
Ar pez a oa penn-kôz da gemend-all a fizians eo ar burzudou c’hoarvezet el lec’h santel, hag o devoa kaset ken pell brud ar pelerinaj ma oe eun eskob eus Kemper hag a lakas war hano an Itron-Varia-Vulat unan eus ôteriou e iliz-veur.
Pardon Bulat a deuas eta da gât, adalek ar XVIIet kantved, lufr ha pinvidigez ar pelerinajou bras : eur prosesion kaer, eur werc’hez arc’hant, bet binniget gant kalz a lid, eur foar vras, kleier ha n’o devoa ket o far nemet ha re Gwengamp a vije ; feunteuniou kempennet gant men-menerez, hini ar Werc’hez hanvet feunteun al lêz, feunteun ar c’hog, feunteuniou ar Seiz Sant, ha war hed tôl, tro-dro d’ar bourk, ar pemp « kroaz ar zalud », ’lec’h ma stoue ar belerined da zaludi o Mamm, pa welent beg tour he iliz o steredenni er wabren.
Kaeran oa, koulskoude, endro d’ar pelerinaj, a oa skoliou savet da rei deskamant d’ar vugale ; dalc’het a oant gant ar beleg a oa en karg eus an iliz.
An Dispac’h, ar walen euzus-ze kaset gant an ifern, a reas dismantr bras e-touez kement a vadou. Kleier, dilhad-oferen, tôlennou, listri sakr, kement mad a oa en iliz a oe laeret, nemet ar werc’hez arc’hant, a oe gallet he c’huzan en eun toull en douar. Dizrei a reas d’he iliz, pa deuas ive war e giz ar beleg kalonek an evoa he c’hlenket, an ôtrou Touboulik, kure Pestien. Ar 15 a viz eost 1801, e oa kaer bezan en oferen-bred en iliz Bulat, ar beleg-man, kovezour e fe, oc’h oferennan, dirak skeuden vurzudus an Itron-Varia dizro gantan d’ar gêr, goude bezan bet dek vla dianket.
Pardon an Itron-Varia-Vulat a ve d’an eil sul a viz gwengolo. An noz arôk e ve prosesion ; goude, ar belerined a chom hed an noz en iliz da govesât, ha da ganan kantikou, ken an oferen gentan.
Eur wech grêt o fardon gante, herve giz ar gristenien, e tizroont d’ar gêr, ar c’himiad-man war o muzellou :
Gwerc’hez Bulat, Itron-Vari,
Harzet pep droug d’hon glac’hari,
Reit d’imp bennoz, reit d’imp souten,
Miret ’n hon zouez ar fe gristen."
  1. Sant Ervan a deuas da bedi er chapel-ze, en eur ober gweladen d’e-vignoned, ôtrone Pestien.
Iliz Itron-Varia Bulad
Iliz Itron-Varia Bulad
Iliz Itron-Varia Bulad
Iliz Itron-Varia Bulad

Iliz Itron-Varia Bulad

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article