Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Bara a Vuhez

par G.G.M.

Bara a Vuhez
27 Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc'h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
28 Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue?
29 Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
32 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir bara an neñv.
33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d'ar bed.
34 Neuze e lavarjont dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
35 Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.

(Yann VI)

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article