Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Ar Groaz Savet

par G.G.M.

Ar Groaz Savet

Eus al lizher d'ar C'halated

******

Pennad 2

Pevarzek vloaz goude, ...

1 Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin.

2 Mont a ris di hervez un diskuliadur, hag e tisklêris dirazo an Aviel a brezegen e-touez ar baganed, hag e tisklêris anezhañ dreist-holl d'ar re a zo evel kolonennoù, gant aon da redek pe da vezañ redek en aner.

3 Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc'het, petra bennak ma oa Gresian.

4 Ha kement-se a c'hoarvezas abalamour d'ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh.

5 Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc'het ar wirionez eus an Aviel en ho touez.

6 E-keñver ar re a zo kontet evit bezañ tud a-bouez, ne sell ket ouzhin petra int bet gwechall rak Doue ne ra diforc'h ebet e-touez an dud, ar re a zo kontet evit bezañ a-bouez n'o deus lavaret netra din.

7 Er c'hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc'h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc'hidi,

8 rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc'hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed,

9 ha pa anavezjont ar c'hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma'z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc'hidi.

10 Dleout a raemp hepken kaout soñj eus ar beorien, hag em eus henn graet gant aked.

Paol a eneb ouzh Pêr

11 Met pa zeuas Pêr da Antioch, me a enebas outañ a-dal, dre ma telleze bezañ tamallet.
12 Rak a-raok ma oa deuet hiniennoù a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc'has pell diganto o kaout aon rak an amdroc'hidi.
13 Hag asambles gantañ ar Yuzevien all a heulias e bilpouzerezh, en hevelep doare ma voe sachet Barnabaz zoken en o filpouzerezh.
14 Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?
15 Ni, Yuzevien a c'hanedigezh ha nann pec'herien a-douez ar baganed,
16 oc'h anavezout n'eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.
17 Met e-pad ma'z omp o klask bezañ reishaet dre Grist, mar degouezhfe deomp-ni hon-unan bezañ kavet pec'herien, daoust ha Krist a vefe eta ministr ar pec'hed? N'eo ket!
18 Rak mar adsavan an traoù am eus distrujet, en em zisklêrian va-unan un torrer eus al lezenn,
19 rak dre al lezenn eo ez on marv d'al lezenn, evit bevañ da Zoue.
20 Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n'eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c'hoazh er c'hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c'haret hag a zo en em roet e-unan evidon.
21 Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.

Pennad 3

Al lezenn hag ar feiz

1 O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec'h ken ouzh ar wirionez, c'hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc'h?
2 Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc'h: Ha resevet hoc'h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?
3 Ha ken diskiant oc'h deuet? Goude bezañ kroget gant ar Spered, daoust hag e fell deoc'h peurechuiñ bremañ gant ar c'hig?
4 Ha gouzañvet hoc'h eus kement en aner, mar d-eo koulskoude en aner?
5 An hini eta a ro deoc'h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?
6 Evel ma kredas Abraham e Doue ha ma voe kement-se kontet dezhañ da reizhder,
7 gouezit eta penaos ar re o deus ar feiz a zo mibien Abraham.
8 Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!
9 Dre-se ar re a gred a zo benniget asambles gant Abraham an den-a-feiz.
10 Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc'h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
11 Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz.
12 Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo.
13 Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c'hoad,
14 evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.

Salm 96

1 Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez; kanit d'an AOTROU, tud an douar holl!
2 Kanit d'an AOTROU, bennigit e anv, embannit e silvidigezh a zeiz da zeiz!
3 Disklêriit e c'hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù!
4 Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel; spontus eo dreist an holl doueoù.
5 Rak holl doueoù ar pobloù a zo idoloù, met an AOTROU en deus graet an neñvoù.
6 Ar splannder hag ar veurded a zo dirazañ, an nerzh hag ar gaerded a zo en e santual.
7 Roit d'an AOTROU, tiegezhioù ar pobloù, roit d'an AOTROU ar gloar hag an nerzh!
8 Roit d'an AOTROU ar gloar dleet d'e anv, degasit ar profoù, it e-barzh e leurioù.
9 En em stouit dirak an AOTROU gant bragerizoù sakr, krenit dirazañ, tud an douar holl!
10 Lavarit e-touez ar broadoù: An AOTROU a ren; dre-se eo start ar bed ha ne vrañsell ket; barn a raio ar pobloù gant eeunder.
11 Ra en em laouenaio an neñvoù ha ra drido an douar gant levenez, ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ,
12 ra laouenaio ar maezioù gant kement a zo enno, ra gano a levenez holl wez ar c'hoadoù
13 dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.
Ar Groaz Savet
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article