Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Adalek ar beure

par G.G.M.

publié dans Salmoù

Adalek ar beure
Adalek ar beure,
kanomp madelezhioù an Aotroù

*

Salm 89 (88)

"Maskil" (= kantik a gelenn furnez) Etan an Ezrakiad.

Kanañ a rin da viken madelezhioù an AOTROU. Va genoù a embanno da fealded a oad da oad.
Rak lavaret em eus: Da vadelezh a bado da viken, lakaet ec'h eus da fealded en neñvoù.
Graet em eus un emglev gant an hini am eus dibabet. Graet em eus ul le da Zavid va servijer, o lavarout:
Startaat a rin da lignez da viken, hag e tiazezin da dron evit an holl oadoù. ~Ehan~
An neñvoù, o AOTROU, a veul da vurzhudoù, ha da fealded e bodadeg ar sent.
Rak piv a zo heñvel ouzh an AOTROU el lec'hioù neñvel? Piv a zo heñvel ouzh an AOTROU e-touez mibien Doue?
Doue a zo spouronus e bodadeg ar sent, spontusoc'h eget ar re holl a zo en-dro dezhañ.
AOTROU, Doue an armeoù, piv a zo galloudus eveldout o AOTROU? Da fealded a zo en-dro dit.
Ren a rez war ourgouilh ar mor; pa sav e goummoù, te o sioula.
Diskaret ec'h eus Rahab evel unan skoet d'ar marv, gant da vrec'h galloudek ec'h eus stlabezet da enebourien.
Dit eo an neñvoù, dit ivez eo an douar. Diazezet ec'h eus ar bed ha kement a zo ennañ.
Krouet ec'h eus an hanternoz hag ar c'hreisteiz. An Tabor hag an Hermon a laosk kriadennoù a levenez da'z anv.
Galloudek eo da vrec'h, kreñv eo da zorn, savet uhel eo da du dehou.
Ar reizhder hag an eeunder a zo diazez da dron, an drugarez hag ar wirionez a gerzh dirak da zremm.
Eürus ar bobl a anavez ar c'hriadennoù a levenez! AOTROU, kerzhout a reont e sklêrijenn da zremm.
En em laouenaat a reont en da anv bemdez, hag e kavont gloar en da reizhder.
Rak te eo o gloar hag o nerzh, dre da vadelezh eo savet hor c'horn.
An AOTROU eo hor skoed, Sant Israel eo hor roue.

******************************************

(ofis al lennadennoù, Merc'her 3)

**************************************************************************************************************

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article