Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Savet oc'h a barr an Neñvoù

par G.G.M.

publié dans Heiliges Opfer , Ascension , aberzh , Eukaristia

Savet oc'h a barr an Neñvoù

8 Goude bezañ lavaret da gentañ: N'eo ket fellet dit aberzhoù na profoù na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec'hed, ha ne'c'h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma'z int kinniget hervez al lezenn,
9 e lavar c'hoazh: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez. Lemel a ra kuit an aberzh kentañ evit lakaat an eil.
10 Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.
11 Ouzhpenn, pep beleg en em zalc'h bemdez oc'h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c'hellont morse lemel ar pec'hedoù kuit,
12 met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec'hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,
13 o c'hortoz diwar vremañ ma teuio e enebourien da vezañ ar skabell dindan e dreid.
14 Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.
15 Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezañ lavaret da gentañ:
16 Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c'halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c'hoazh:
17 Ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o direizhderioù.

(Hebreed 10)

* * * * * * * *
Savet oc'h a barr an Neñvoù, allelouia, allelouia
R/ ha sachet ganeoc'h ar re a oa dalc'het en toull-bac'h.
Pedomp. Doue hollc'halloudek, plijet ganeoc'h kargañ hor c'halonoù a levenez santel hag a anaoudegezh vat, rak hor Salver o pignat d'ar Barradoz a sach ac'hanomp war e lerc'h, ha peogwir ez eo antreet en ho kloar evel ar penn, e ro goubeiz dimp-ni hag a zo izili e Gorf, da vont d'al lec'h m'emañ e-unan.
Dre Jezuz-Krist ho Mab hag hon Aotroù a vev hag a ren gant ar Spered Santel, a holl viskoazh da virviken. Amen!
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article