Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Pontmewen

par Andrev

publié dans Breizh , Bretagne , Britain , Britannien , Feiz , Foi , France , histoire de Bretagne

Er bloaz 1871. Frañs ha Prusia a oa savet an eil eneb d’eben hag ar gwad a boullade war an tachennou-brezel. Ar Brusianed a c’houneze bep taol. Dorn Doue a skoe bro-C'hall, hag a horjelle warnezi hec’h-unan hag a oa war-nes da gouezañ en he foull. Ar Brusianed a zegouezhas e Laval, war harzoù Breizh. En un taol, nepell ac'hann, d'an noz 17 a viz Genver, ur werelaouen dudius a darzas ’us da barrez Pontmaen, ur gêriadenn didrouz, kristenion an dud o vevañ enni. Ar Werc'hez Vari eo eta en em ziskouezhas d'ur strollad bugale, en o zouez daou boupig a Roazhon. Ur groaz ruz a zalc'he en he daouarn ha lutigoù a zeve tro-dro dezhi. Yen-sklas e oa an amzer, hag ur golo erc'h gwenn war an douar a skede dindan an oabl glas-du steredennek. An deiz war lerc'h e tiskamjont ar Brusianed, goude bezañ bet spontet gant ur sklêrijenn vras. Pa zegouezhas ar Vretoned a bro-Roazhon, 800 bloaz bennak abretoc'h, un tiern anvet Mewen (Méen, Main...) a savas kastell Felger, e-kichennig Pontmewen (Pontmain), da wareziñ ar vro a-enep ar Franked.

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article