Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Gwerz Kêr-Is

par Andrev

Gwerz Kêr-Is

Gwerz Kêr-Is

La complainte de la ville d'Is

 

Qu'y a-t-il de nouveau dans la ville d'Is,

Puisque la jeunesse est aussi folle.

Puisque j'entends ainsi les binious,

Les bombardes et les harpes.

 

Petra 'zo nevez e Kêr Iz

Ma'z eo ken foll ar yaouankiz,

Mar klevan-me ar binioù,

Ar vombard hag an telennoù.

 

Il n'y a rien de nouveau dans la ville d'Is,

Seulement les ébats de tous les jours,

Dans la ville d'Is il n'y a que des

                                    vieilles choses,

Et des ébats de toutes les nuits.

 

E Kêr Iz n'eus netra nevez,

Met an ebatoù 'vez bemdez,

E Keriz n'eus nemet traou kozh,

Hag an ebatoù 'vez bemnoz.

 

Des bosquets de ronce ont poussé,

Dans les portes des églises fermées,

Et sur les pauvres pleurant,

On excite les chiens à les mordre.

 

Bodennoù drez 'zo diwanet,

E dor an ilizoù serret,

Ha war ar beorien o ouelañ,

E hiser ar chas d'o drailhañ.

 

Ahès la fille du Roi Gradlon,

Le feu de l'enfer en son cœur,

À la tête de la débauche,

Mène à sa suite la ville à sa perte.

 

Ahes merc'h ar Roue Gralon,

Tan an ifern en he c'halon,

Er penn kentañ eus an diroll,

A gas ar gêr d'he heul da goll.

 

Saint Gwenolé, avec peine de cœur,

Est venu trouver son père bien souvent,

Et avec pitié, l'homme de Dieu,

A dit au Roi :

 

Sant Gwenole gant kalonad,

'Zo bet meur a wezh 'kaout he zad,

Ha gant truez an den Doue,

En deus lavaret d'ar Roue :

 

"Gradlon, Gradlon, prêtez attention,

Aux désordres que mène Ahès,

Car le temps sera passé,

Quand Dieu jettera sa colère".

 

"Gralon, Gralon, lakaet evezh,

D'an disurzhioù a ren Ahez,

Rak tremenet 'vo an amzer,

Pa skuilho Doue e gounnar".

Couplet 7

Et le Roi sage, courroucé,

Sa fille a conseillé,

Mais affaibli par la vieillesse,

N'a plus la force de la combattre.

 

Hag ar Roue fur spouronet,

D'e verc'h en deus bet kelennet ;

Met diskaret gant ar gozhni,

'N deus mui an nerzh da stourm outi.

 

Fatiguée des reproches de son père,

Et pour quitter son regard,

A construit avec l'aide des mauvais esprits,

Un beau palais près des écluses.

 

Ha skuizh gant rebechoù he zad,

Evit mont diouzh e zaoulagad

He deus graet gant drouksperedoù,

Ur palez kaer tost d'ar skluzioù.

 

Là, avec ses amoureux,

Il y a le soir des aubades,

Là, dans l'or et les perles,

Comme le soleil, Ahès rayonne.

 

Eno, gant hec’h amourouzien,

Emañ fenoz an abadenn,

Eno, en aour hag en perlez,

Evel an heol e par Ahez.

II
Plijadur deoc'h er palez-mañ
Merc'hed jentil ha paotred skañv,
Plijadur deoc'h ha nozvezh gren -
Eme ur Priñs en ur antren.

Ar Priñs a zouge dilhad ruz
E varv a oa gwall hir ha du
E holl izili a verve
Hag e zaoulagad a zeve.

Ra viot deut mad, estrañjour,
Eme Ahez, gand ur beg flour
- Ya, ra viot deut ar gwellañ
Mar anavezhit an traoù fallañ

Neuze em-bo degemer mat,
A respontas an divroad:
- Rak me er fall 'zo ken desket
Hag an hini 'n-eus ket krouet. -

Ha kerkent Ahez d'her pediñ
Da ober un dro zañs ganti
Hag an holl a-enep Doue
Gwasañ ma hellent a doue.
Ha warne gant an holl en noazh
En ur ganañ : "mallozh d'ar groaz ! "
Reas en seizh stumm disheñvel
Dañsoù ar seizh pec'hed marvel.
III


Pa oa fin d'ar sakrilejoù
Mesajer an droug-sperejoù
Chomet e-unan er palez
A dostaas da gaoud Ahez

Ma dousig koant, merc'h da C'hradlon
Ha muiañ-karet va c'halon,
Ha n'hallfen-me e nep giz
Gwelout alc'houez skluzioù Kêr Is? -

- Va zad a zoug en e gerc'henn
An alc'hwez aour deus ur chadenn
Ha va zad bremañ zo kousket
Ha kaoud an alc'hwez n'hallan ket. -

Mez eñ d'he zreid en em strinkas
Hag he dornig flour a bokas
Hag he chalmas dre e zelloù
Karget a dan hag a zaeloù

 

IV


Heb goûz ar pez a dremene
Neuze ur pennad ac'hane
En e balez ar Roue koz
A oa kousket e-kreiz an noz

Kambr paour Gralon ne oa enni
Netra nemed ur grusifi
Deuet a zorn ur mignon ker,
Sant Kaourantin, Eskob Kemper

Netra nemed un Aviel
Roet c'hoazh gant un den santel
Roet dezhañ gant Gwenole
Evel ur merk a garantez

Kaer en e gozhni, 'vel un Êl
E kouske Roue Breizh Izel
Hag en-dro d'e dal, e vlev gwenn
A ree dispak ur gurunenn.

Neuze, Ahez, ar briñsez fall
Evel pa vije skoet dall,
En e gambr, heb aon rag Doue
A deu da laerez an alc'hwez.

En ur vale, war beg he zroad,
Ar verc'h a dosta skañv d'he zad
Ha goustadig, deus e gerc'henn
E tenn, 'n ur c'hoarzhin , ar chadenn.

V


Piv a deu du-hont gant ar ru
Pignet war un inkane du?
Hag eñ d'an daoulamm war e gein
Ken a strink an tan deus ar vein?

Hennez eo mesajer Doue,
Degaset en Iz d'ar Roue,
Hennez eo abostol ar Feiz
Sant Gwenole, karet e Breizh.

Tostaat a ra 'n ur c'haloupad,
En e zorn dehou e vazh Abad,
Hag ur stol aour war e zae wenn
Hag ur c'helc'h tan en-dro d'e benn.

'n em gavet e dor ar palez
En hini e kousk tad Ahez
Diwar e varc'h, an den santel
A c'halv en noz a vouez uhel:

- Gralon, Gralon, sav hep dale!
Sav evit heuliañ Gwenole,
Sav evit tec'hel deus ar mor,
Skluzioù Kêr Is a zo digor. -

Hag ar Roue koz, trubuilhet
Er-maez e wele zo sailhet:
- Din-me, din-me, vaz marc'h primmañ!
Siwazh! Peurkollet ar ger-mañ! -

Ha gand glac'har, e berr-amzer
E kerzh da heul e vignon kêr,
Ha war o lerc'h, en ur yudal
E klevont ar mor o ruilhal.

Neuze ar Briñsez dirollet,
He amourous ganti kollet,
Dre ger-Iz, a-gleiz hag a-zehou,
A rede, dispaket he blev.

Mez pa glev daoulamm ar c'hezeg
Araok ar mor o teredeg,
Dre al luc'hed, gant nec'hamant
Ec'h anvez he zad hag ar zant.

- Va zad, va zad, ma em c'harit
War ho varc'h skañv va c'hemerit
Hag hep respont, an tad tener
A zav e verc'h war an tailher.

Kerkent ar mor a vuanna
Ha Gwenole, en ur grenañ
A gri: - Gralon, taol an diaoul-ze
Diwar tailher da inkane! -

Koulskoude c'hoazh, leun a enkrez,
An tad a zalc'h ar benn-herez:
Mez ar zant a ra sin ar groaz
A deu hag a sko gant e vazh.

Kerkent, mestrez an droug-spered
A ruilh er mor-braz fuloret
Hag e klev tost ar Roue koz
Ur c'hoarzin skiltr e-kreiz an noz.

Mez rentet skañvoc'h hep dale,
A sailh prim da heul Gwenole,
Hag e varc'h, gleb e beder garr
A lamp deus ar mor d'an douar

 

VI


Da zav-heol, ar Zant ha Gralon
A bigne war lein Menez-Hom
An hini, e-dreid e-barzh an trêz
A zav a-uz Douarnenez.

Ac'hane, Roue Breizh-Izel
War e lerc'h a daolas ur zell
Mez, e-lec'h Iz, gant he deg dor
Ne welas mui nemed ar mor

- Ur ger em-boa deus ar gaerrañ,
Ha setu hi aet da netra!... -
Hag e galon holl a frailhas
Hag e zaoulagad a ouelas.

- D'an daoulin, eme Gwenole,
Gralon, d'an daoulin ganin-me! -
Ha Gralon, dindan e c'hlac'har
A gouezh d'an daoulin d'an douar.

Hag eno, dispak e vlev gwenn
Hag e dal pleget er boultrenn
E lavare c'hoazh ar Roue
- Ra vo graet bolontez Doue! -

Pa zavas diwar e zaoulin
Dindan tan flamm heol ar mintin
E welas, a-dreuz e zaeloù,
O lugerni Ru-Men-Goulou.

War ar men-ze, hon tadoù koz
A skuilhe gwad d'un doue faoz,
Hag ar Roue, e berr-amzer
A lavaras d'e vignon ker:

- Du-hont e memor a ger-Is,
Me a ray sevel un iliz,
Hag evel testeni d'an holl
M'he galvo "Iliz Remengol".

Pa vo an doueoù marv,
Ha kouezhet meur a goad derv,
Un deiz, deus ar pevar avel
E teuyo di pobl Breizh Izel. -

Bremañ aet eo Mari-Morgan
Ahes, diouzh sked al loar, a gan,
A gan hag en ur vousc'hoarzhin
A grib er mor he blev bezhin.

Gwerz Kêr-Is
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article