Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Ho tegas a rin war ho touar

par Andrev

publié dans Nedeleg , Feiz , Foi , Breizh , Bretagne

Ho kemer a rin eus a-douez ar broadoù,
ho podañ a rin eus an holl vroioù,
ho tegas a rin war ho touar.

 

Skuilhañ a rin warnoc'h un dour glan hag e vefot glanaet,
eus hoc'h holl saotradurioù, eus
hoc'h holl idolennoù ho klanain.


Reiñ a rin deoc'h ur galon nevez,
reiñ a rin deoc'h ur galon-gig.


Lakaat a rin ennoc'h va spered hag e rin deoc'h

kerzhout hervez va lezennoù,
mirout va gourc'hemennoù hag o seveniñ.


Chom a reot er vro am eus roet d'ho tadoù,
c'hwi a vo va fobl ha me ho Toue.


(Ezekiel 36)

Commenter cet article