Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Kantik Tobias

par G.G.M.

Kantik Tobias
Pennad 13

Bennigit an Aotroù, c'hwi holl, e re zibabet,

kanit dezhañ ha trugarekait anezhañ.

Jeruzalem, kêr santel, an Aotroù an deus da gastizet

Evit oberoù da zaouarn.

Trugareka an Aotroù evel ma tere,

ha bennig Roue ar c'hantvedoù,

Evit maz adsavo ennout ar santual, maz adgalvo davedout an harluidi

Ha ma roio dit al levenez evit ar c'hantvedoù didermen.

Skediñ a ri gant ur sklêrijenn sebezus,

betek dibennoù an douar.

A-bell e teuio dit ar broadoù, o frofoù en o daouarn,

da azeuliñ an Aotroù ez ramparzhioù.

War da zouar e welint ur santual,

du-se e c'hellint pediñ an Anv-dreist.

Er joa e vezi en abeg d'az mibion,

rak benniget e vint ha bodet holl e-kichen an Aotroù.

Evurus a re ho kar,

Ar re a gemer joa gant ho peoc'h.

Va ene, bennig an Aotroù, salvet en deus Jeruzalem eus he holl enkrezioù,

eñ an Aotroù hon Doue.

Kantik Tobias
Kantik Tobias
Kantik Tobias
Kantik Tobias
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article

T. Gwilhmod 02/11/2014 08:37

Demat deoc'h,
karout a rafen gouzout pele'h hoc'h eus kavet an droidigezh-mañ eus Tobit, Mat e seblant bezañ. Evit poent n'em boa nemet testenn an Tour-Tan, ha just a-walc'h emaon o laboura war ar profed-se.
Trugarez evit ho respont

Mazhevig 02/11/2014 16:58

N'em eus ket kavet endro! Hogen e viot kelaouet ganin pa'm bo adkavet!