Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Merc'her al Ludu

par G.G.M.

Mercredi des Cendres

tennet eus Levr Joel

du livre de Joël

 

"Setu amañ petra lavar an Aotroù: En em droit ouzhin a greiz kalon; yunit, leñvit, hirvoudit. Rogit ho kalonoù ha nann ho tilhad hag en em droit ouzh an Aotroù ho Toue, rak leun eo a vadelezh, a drugarez, a habasted, hag e garantez a zo brasoc'h eget hor fallagriezh. Piv oar ha ne zistroio ket ouzhomp d'hor pardoniñ, d'hor bennigañ, evit ma kinnigot adarre ho profadennoù ha ho died-kinnigadennoù d'an Aotroù Doue? Kanit gant an drompilh e Sion, lavarit d'an dud yuniñ, galvit ar bobl, lavarit dezho en em santellat, galvit ar re gozh hag ar vugale c'hoazh o tennañ. Ra zeuio ar pried eus e gambr hag ar c'hrweg eus he gwele. Etre ar porched hag an aoter ar veleion, kannaded Doue, a lavaro en ur leñvañ: "Pardonit, Aotroù, pardonit d'ho pobl, ha na lezit ket hoc'h hêrezh da vezañ goapaet ha gwasket gant an estren. Na lezot ket ar bobloù all da lavarout: "E-men emañ o Doue?" Doue en deus bet truez ouzh e bobl hag espernet anezhi. Respontet en deus evelhen: "Me zegaso deoc'h ed ha gwin hag eol, kement ha m'ho pezo ezhomm, ha ne viot mui goapaet gant ar bobloù all". Setu komzoù an Holl-c'halloudek." (I,12-17; II,18-19)

 

Merc'her al Ludu
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article