Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Glav an diskar-amzer

par G.G.M.

Glav an diskar-amzer

Salm 84 (83)

2 AOTROU an armeoù, pegen karantezus eo da dabernakloù!

3 Va ene en deus c'hoantoù, kuzumiñ a ra ennon war-lerc'h leurioù an AOTROU, va c'halon ha va c'hig a gri etrezek an Doue bev.

4 Ar golvan zoken en deus kavet un ti, hag ar wennili he neizh ma laka he re vihan ennañ. Da aoterioù, o AOTROU an armeoù, va roue ha va Doue!

5 Eürus ar re a chom en da di, hag a veul ac'hanout dalc'hmat!

6 Eürus eo an den a zo e nerzh ennout! Emañ da hentoù en o c'halonoù.

7 O tremen dre draonienn an Daeroù, e reont diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoù.

8 Sevel a reont a nerzh da nerzh, evit en em lakaat dirak Doue e Sion.

9 AOTROU, Doue an armeoù, selaou va fedenn! Doue Jakob, ro da skouarn!

10 O Doue hor skoed, gwel ha sell dremm da Olevet!

11 Rak un deiz en da leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget chom e teltennoù ar re zrouk,

12 rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro an drugarez hag ar gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded.

13 AOTROU an armeoù, eürus eo an den en em fiz ennout!

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article